Brezhoneg e-pad ar vakañsoù

Publié le par Kuzul Sevenadurel Breizh

en français

Estreget er skol e reer gant ar brezhoneg : ar c'hampoù vakañsoù a ziskouez an dra-se sklaer.

22 gamp vakañsoù a vo kinniget evit an hañv d’ar vugale ha d’ar grennarded vrezhoneger (adalek an oad a 4 bloaz betek an oad a 18 vloaz) : un dibab ledan a stajoù, kampoù, kampoù bihan ha me oar-me. E-pad ar c’hampoù-se e c’hell ar vugale kaout dudi en un endro dibar ha bevañ e brezhoneg war un dro hep na vefe kaoz eus kentelioù-skol.
A bep seurt obererezhioù (sportoù dour, kaiak, marc’hegañ, bale, c’hoariva, kampoù en ti-feurm ha na pet all) a zo kinniget d’an 11.000 bugel a zo skoliataet en hentadoù divyezhek.
Disklêriet eo an holl stajoù-se da Yaouankiz hag Sportoù ha stummet eo ar skipailhoù war ar buheziñ (DABU, DARE).

Eizh aozer disheñvel a zo : 7 kevredigezh (2 greizenn sokial en o zouez) hag ur gumuniezh kumunioù. Gant skoazell UBAPAR (Unvaniezh Breizh evit buheziñ ar broioù war ar maez) o deus labouret asambles evit sevel ul levrig hag a ginnig an holl gampoù dre ar munud. Skignet e vo hennezh en holl glasoù divyezhek.

Ur rouedad kevredigezhioù e Breizh eo UBAPAR.
Plediñ a ra gant ar buheziñ hag an diorren lec’hel. Unan eus palioù e labour eo broudañ implij ar brezhoneg hag ar gallaoueg evit an obererezhioù dudi ha pa vefen evit ar vugale pe evit an dud deuet. Abaoe 2002 eo aet e strivoù war greñvaat evit kas ar c’hampoù vakañsoù brezhonek war-raok : stummañ buhezourien ha renerien, krouiñ binvioù labour, sevel ur rouedad buhezourien vrezhoneger, reiñ harp d’ar raktresoù nevez, brudañ…

Roll ar c'hampoù dre ar munud : http://www.ubapar.org/bretongallo/actu.html 

Publié dans Brezhoneg - Breton

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article