Priziadenn Even 2008 - Evaluation Juin 2008

Publié le par Kuzul Sevenadurel Breizh

En français plus bas

E miz Even 2007 e oa bet kinniget ur briziadenn live A1 d’an dud deuet a oa o teskiñ brezhoneg. 200 den o doa kemeret perzh ha tapet an diplom « live brezhoneg A1 ».

Goude an taol-kaer-se ez eus bet divizet gant D.A.O. kenderc’hel gant an darvoud-mañ ha kinnig meur a live.

E miz Even 2008 eta e vo kinniget priziadennoù war 3 live (A1, A2 ha B1) d’o deskidi gant meur a gevredigezh e Breizh a-bezh :

E Bro-Gerne gant Mervent, Bro-Dreger gant Al Levrig, Bro-Roazhon gant Skol an Emsav, Bro-Naoned gant Kentelioù an Noz, Karaez gant Roudour ha Deskiñ Spered ar Yezh, Ploue gant Skol an Amzer da zont, Bro An Alre gant Kerlenn Sten Kidna ha meur a lec’h all c’hoazh !

Ma rit war-dro kentelioù brezhoneg d’an dud deuet (aozadurioù pe kelennerien), deuit e darempred gant D.A.O. evit gouzout penaos kinnig ar priziadennoù.

Mard emaoc’h o teskiñ brezhoneg, kit e darempred gant an aozadur kentelioù noz tostañ evit gouzout penaos lakaat hoc’h anv.


Une évaluation de niveau A1 avait été proposée en juin 2007 aux adultes apprenant le breton par de nombreux organismes sur l’ensemble de la Bretagne : 200 personnes avaient participé et reçu le diplôme « Niveau A1 de breton ».

Suite à ce succès, D.A.O. a décidé de continuer de proposer une évaluation, et ce pour plusieurs niveaux.

Ainsi, en juin 2008, de nombreux organismes proposeront ces évaluations sur 3 niveaux (A1, A2 et B1) à leurs apprenants :

Mervent en Cornouailles, Al Levrig en Trégor-Gouelo, Skol an Emsav dans le pays de Rennes, Kentelioù an Noz dans le pays Nantais, Roudour et Deskiñ Spered ar Yezh à Carhaix, Skol an Amzer da zont à Plouay, Kerlenn Sten Kidna en pays d’Auray… et bien d’autres encore !

Si vous proposez des cours de breton aux adultes (organismes ou enseignants), vous pouvez prendre contact avec D.A.O. afin d’obtenir plus de renseignements sur l’organisation de ces évaluations.

Si vous êtes apprenant, prenez contact avec l’organisme d’enseignement du breton le plus proche pour savoir comment vous inscrire.

Publié dans Brezhoneg - Breton

Commenter cet article