Il faut répondre à la demande de Bruz et ailleurs !

Publié le par Kuzul Sevenadurel Breizh

DAV EO RESPONT D’AR GOULENN E BRUZ HAG EL LEC’HIOÙ ALL !

Diskouez a ra an Deskadurezh Stad hag Ensellerezh akademiezh Il-ha-Gwilen peurgetket, ur wech ouzhpenn, pegen dic’houest eo da verañ ar c’helenn divyezhek brezhoneg-galleg en un doare sirius. Goude bezañ nac’het e-pad tri bloaz digeriñ ur c’hlas divyezhek e Gwizien ha pediñ ar gerent da enskrivañ o bugale e Bruz, setu bremañ ma nac’h krouiñ un eilvet post kelenner brezhoneg er gêr-se a-benn degemer 49 skoliad er c’hlas skol-vamm. Divizet en deus Ensellerezh an akademiezh ingalañ ul lodenn eus ar skolidi en ur c’hlas unyezhek pe en ur c’hlas divyezhek eus ar skol gentañ. A-benn ingalañ ar skolidi e c’helle an Ensellerezh kinnig, ha nann rediañ, da gerent ar skolidi unyezhek enskrivañ o bugale en ur c’hlas divyezhek ha dizoloiñ holl e spletoù. Ha ne c’hell ket ur c’hinnig evel-se dont war spered an Ensellerezh ?

 

Stadañ a ra kenurzhierezh Kuzul Sevenadurel Breizh nac’hadenn an Deskadurezh Stad da respont d’ar goulenn kelenn divyezhek. Mall a zo warnañ da gaout ul lezenn a roio an tu d’ar yezhoù rannvro d’en em ziorren hep hualoù a bep seurt. Rankout a ra ar rannvro kemer e karg ar c’helenn divyezhek e Breizh a-benn ma vo efedus he steuñv a bolitikerezh yezh.

 

 

IL FAUT REPONDRE A LA DEMANDE A BRUZ ET AILLEURS !

 

L’Education Nationale et notamment l’Inspection académique d’Ille et Vilaine montre une fois de plus son incapacité à gérer sérieusement l’enseignement bilingue breton-français. Après avoir refusé pendant trois années l’ouverture d’une classe bilingue à Guichen et invité les parents à inscrire leurs enfants à Bruz, voici maintenant qu’elle refuse de créer un deuxième poste d’enseignant bilingue dans cette ville pour accueillir 49 élèves en classe maternelle. L’Inspection d’Académie a décidé de répartir une partie des enfants dans une classe monolingue ou dans une classe bilingue de l’école primaire. Une autre solution consiste à proposer, et non à obliger, aux parents d’élèves monolingues d’inscrire leurs enfants dans une classe bilingue afin de découvrir tous ses avantages. Cette proposition est-elle inconcevable pour l’Inspection ?

 


La coordination du Conseil Culturel de Bretagne constate le refus de l’Education Nationale de répondre à la demande d’enseignement bilingue. Elle attend avec impatience qu’une loi permette aux langues régionales de se développer sans entraves de diverses origines. La Région doit prendre la responsabilité de l’enseignement bilingue en Bretagne afin que son plan de politique linguistique soit efficace.

 

Alan AR GAL

Beskadoriad Kenurzhierezh Kuzul Sevenadurel Breizh e karg eus an deskadurezh

Vice président de la Coordination du Conseil Culturel de Bretagne chargé de l'enseignement

Article PDF

KUZUL SEVENADUREL BREIZH / CONSEIL CULTUREL DE BRETAGNE

Commenter cet article