Ur garta sevenadurel nevez evit Breizh

en français

Kentañ anaoudegezh ofisiel a-berzh ar Stad hag ouzhpenn-se evit ar 5 departamant, eo bet an (difrae) argerzh kendivizet-se “Stad / Rannvro / Departamantoù / Kêrioù bras ha kevredigezhioù ur skoazell a-bouez d’an obererezhioù kevredigezhel a veze soursiet outo, betek neuze, gant tud a youl vat nemetken. Roet en deus tro da gregiñ gant ur prantad nevez a c’hell pep hini ac’hanomp muzuliañ hiziv an deiz ar skog anezhañ war sevenadur Breizh, hag en un doare hollek war ar gevredigezh.

30 vloaz ‘zo e oa dianav ar c’helenn divyezhek, an implijidi pad er c’hevredigezhioù, ar skoazelloù d’an embann, an divyezhegezh er panellerezh-hent… Abaoe eo bet gwelet ivez ar Rannvro o votiñ a-unvouezh ur steuñv politikerezh yezh, ar c’hêrioù o sinañ ar Garta « Ya d’ar brezhoneg », an emvodoù Rannvro ha departamant o votiñ gouestloù ha mennadoù evit adunvanidigezh Breizh, ha kement zo….

Gwelet eo bet ivez ar Stad o kadarnat ar c’henemglev etrevroadel evit al liesseurted sevenadurel, Kuzul Europa o reiñ lañs da Garta Europa ar yezhoù rannvro pe vinorezhel hag unvaniezh Europa o tegemer Karta ar Gwirioù diazez.

En em droet eo bed ar sevenadur a galz, dre berzh oberiantiz ha gwask an emsav kevredigezhel alies.

Met war an hevelep tro ha daoust da skoazelloù gwirion ar Rannvro hag an departamantoù, daoust da zibaboù ar bolitikourien, e ranker lakaat splann pegen diaes eo lakaat ar pennaennoù da zont da zont da wir.

War ar pemdez e kendalc’h sevenadur Breizh da vevañ

         Sparloù dogmatek ar Stad (nac’h enbarzhañ ar c’helenn dre soubidigezh en deskadurezh stad, nac’h Kadarnaat Karta Europa ar yezhoù rannvro ha bihanniver), ar pezh a lez an nor digor frank da zibaboù untuek ar velestradurezh hag a redi ac’hanomp d’en em gannañ dalc’hmat evit kement klas divyezhek a fell deomp digeriñ, pe kement skol Diwan nevez.

         Diouer a radio hag a TV brezhoneg (dellezek da vezañ graet anezho “radio ha TV brezhoneg” o c’holoiñ ar 5 departamant)…

Nac’h ur referendom divizet war al lec’h diwar-benn kudenn adunvanidigezh Breizh, ha kement ‘zo...

         Politikerezh parizian ar salioù broadel a nac’h reiñ plas d’hon arzourien

Ha kement ‘zo.

A-bouez bras eo mont war-raok gant un tennad nevez.

Tremen eus ar mareadek d’ar frammadurel

Tremen eus labour ar c’hevredigezhioù a-youl vat da youl ur gwir servij publik doujus d’ar glad, d’an identelezhioù ha d’ar goulenn sokial.

Hiziv an deiz e chom tachennoù a-bezh ne vezont tamm ebet, pe nebeut-tre, pe ket a-walc’h, graet war o zro gant ar c’hevredigezhioù hag a ra diouer d’ar remziadoù nevez o lemel diganto o gwirioù diazez : ar gwir d’o sevenadur.

Setu perak e kred ar C’huzul sevenadurel, hag eñ framm ganet eus Karta 1977, eo e zever da c'hervel adarre ar gevelerien eus 30 vloaz ’zo ha da ginnig irvi nevez evit an dazont.

Evit frammañ ar gudenn hon eus prientet ur pezh diell preder a zo da vezañ sellet outañ evel ur brouilhed nemetken da binvidikaat, da zifaziañ, da wellaat…

Pellkargit raktres karta sevenadurel nevez  e stumm .doc (e galleg)

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :