Lec'hienn nevez Dizale

Publié le par Kuzul Sevenadurel Breizh

Emañ lec'hienn nevez ar gevredigezh DIZALE en linenn !!!! El lec'hienn-se e c'hellit kaout un tanva eus al labour graet gant ar gevredigezh. He fal : diorren ar c’hleweled e brezhoneg. Ur raktres kentelioù kleweled e brezhoneg a oa bet boulc’het e penn-kentañ. E 2001, e oa krog ar gevredigezh d’ober war-dro an advouezhiañ. Fiziet e oa bet ar gefridi-mañ enni gant Kuzul rannvro Breizh.Un hanter-kant rummad tresadennoù-bev zo bet advouezhiet abaoe da lâret eo ouzhpenn 300 eurvezh.Daou vloaz zo int krog da advouezhiañ danvezioù nevez : telefilmoù (Marion ar Faoued, An Afer Sezneg), rummadoù TV (Columbo, Perry Mason) ha filmoù (Lañselod). Estreget an advouezhiañ hon eus kinniget sevel un nebeut produksionoù, ken evit an TV (A-Live), ken evit ar Radio (Istor Vras Breizh vihan).

Klikit war al logo evit gwelout al lec'hienn nevez !

Le nouveau site de l'association est en ligne !!! Vous pourrez grâce à ce nouveau site avoir une idée du travaille mené par l'association. L'association est née en 1998. Depuis 2001 elle est chargée du doublage de différents produits pour la télévision mais elle explore aussi de nouveaux horizons: production TV et radio;

Cliquez sur le logo pour voir le nouveau site !




Publié dans Kleweled - Audiovisuel

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article