Gervel a ra Kuzul Sevenadurel Breizh da vanifestiñ disadorn

Publié le par Kuzul Sevenadurel Breizh

Gervel a ra Kuzul Sevenadurel Breizh da vanifestiñ disadorn 31 a viz Meurzh en Oriant e manifestadeg « Justis evit ar brezhoneg, justis evit Diwan » :

 

Evit dont a-benn da :

  • gemm ar Vonreizh evit ur statud gwirion o toujañ d’ar yezhoù rannvro
  • wiriekaat karta Europa ar yezhoù rannvro pe/ha minorelaet;
  • reiñ d’ar rannvro galloud ha budjed evit ar sevenadur hag ar c’helenn brezhoneg;
  • dizhout ur statud publik o wareziñ ar soubidigezh, al laikelezh, an digousted ha perzh a servij publik kelenn Diwan.

Reizh eo :

  • e vefe diazezet Diwan war ur statud publik a zere gant e bedagogiezh ;
  • e vefe anavezet ar brezhoneg ez ofisiel ;
  • e kavfe ar yezhoù rannvro o flas er republik.

Pediñ a ra Kuzul Sevenadurel Breizh an holl gevredigezhioù sevenadurel hag ar Vretoned prederiet gant dazont o yezh da gemer perzh er vanifestadeg.

Publicité
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article