Skol-Veur ar Bobl
Gant un devezhiad war "an internet hag ar brezhoneg" eo bet klozet ar bloavezhiad "skol" evit Komision an deskadurezh Uhel e Kuzul Sevenadurel Breizh.
Klask lakaat lodenn ar brezhoneg da greskiñ en deskadurezh uhel eo pal kentañ ar gomision ha meur a raktres a zo er c'heñver-mañ. Komzet e vo hiroc'h diwar o fenn goude an distro-skol pa vo deuet poent da lakaat ar soc'h en erv en-dro.
Ledañ ar ouiziegezh e brezhoneg e kement doare a zo eo an adpal bet kemeret gant ar gomision. Dindan an tog "Skol-Veur ar Bobl" e vo kinniget an traoù.
Diwar "an internet hag ar brezhoneg" eo bet an devezhiad "Skol-Veur ar Bobl" kentañ.
E lise Diwan Karaez e oa bet aozet ar c'hrogad d'ar sadorn 23 a viz Even. Tost da dregont den a oa deuet da gemer perzh.
Kavet e vo amañ displegadennoù ha liammoù a gas d'an danvez bet gwelet er stalioù-labour.
Lukian Kergoat
| Digoradur | Etre ar c'hlask hag ar c'hrouiñ, petra a c'haller ober gant an internet ? |
| Lec'hiennoù | Sevel, boueta ha merañ ul lec’hienn gant Sophie Marcon
An destenn implijet, hag a zo bet kaset war ar genrouedad, zo aet d'ul lec'hienn a c'hell bezañ implijet gant ar stajidi evit mont pelloc'h ganti. Ul lec'hienn eo bremañ ha setu he chomlec'h : |
| Blogoù | Sevel, boueta ha merañ ur blog gant Gwenvael Jequel |
| filmerezh | Sevel filmoù hag abadennoù da skignañ war ar rouedad Fichenn "Hentenn frammañ" gant L. Skavenneg da bellgargañ : http://anonyme.archive-host.com/hentennframman_349szg3ktl.pdf |