Skrid-goulenn
Ho pediñ a ra Kuzul Sevenadurel Breizh, ezel eus ar “gKevredigezh Emgavioù ar Yezhoù ha Sevenadurioù Rannvro pe Bihanniver” hag EBLUL-Frañs, da sinañ ar skrid-goulenn lusket gant an 2 gevredigezh-se. Rankout a ra Republik Frañs en em stummañ diouzh ar gwir etrevroadel ha:
- cheñch he Bonreizh evit anavezout he liesseurted,
- peurwiriekaat Karta Europa ar yezhoù rannvro pe bihanniver hag ar gendivizadoù a warant gwirioù ar vroidi da warez o identitelezh sevenadurel ha yezhel gant doujañs gwirioù mab-den,
- reiñ d’ar rannvroioù ha d’ar strollegezhioù ar barregezhioù hag an troioù da gemer e karg dazont yezhoù ha sevenadurioù o ziriadoù a sav o identitelezh
Trugarez da skignañ al liamm-se tro dro deoc’h !!! Trugarez da lakaat al liamm se war ho lec’hiennoù / plogoù / pajennoù !!!
Publicité