Diviz gant Arvorig FM

Publié le par Kuzul Sevenadurel Breizh

français

Gant C.S.A. o nac’hañ reiñ frekañsoù nevez d’ar radio o vont en dro e brezhoneg evel ARVORIG F.M. e kav deomp ez eus digarez d’en em soñjal war plas ar brezhoneg  er skingomz en hor bro. Ha respont a reer da c’hoantoù ar selaourerien ? Petra kinnig d’ar skolidi, skolajidi, liesidi DIWAN hag ar skolioù divyezhek ? D’ar vrezhonegerien a-gozh ? D’an dud deuet poan ganto deskiñ ar yezh ? 

Penaos sevel a-enep diviz C.S.A. ? Ha petra ober a-benn skoazellañ ARVORIG F.M. ?

Setu aze a bep seurt goulennoù a garfemp lakaat er gaoz asambles ganeoc’h e-barzh un diviz

D’ar Merc’her 31 a viz Genver 2007

Skol Veur Victor Segalen e Brest

Amphi 3 – adalek 8 eur d’abardaez

Gant skoazell SKED ha kevredigezh ar studierien FULENN ha perzh :

Goulc’han KERVELLA (Strollad Ar Vro Bagan)
Frédérique AN NEDELEG (dilennadez B.M.O.)
Iwan KADORED (kadoriad SKED)
Herve AR BEG, Jean-Claude LE GOUAILLE (Arvorig F.M.)

 

Publicité

Publié dans Kleweled - Audiovisuel

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article