KELENN DIVYEZHEK BREZHONEG-GALLEG
Dre ziouer a gelaouiñ e chom dianav, evit kalz a gerent, spletoù an divyezhegezh abred diskouezet gant studiadennoù niverus. Lakaet eo bet anat gant yezhourien, bredyezhourien, kelennerien pegen mat eo kaout gwriziennoù kevredigezhel, trivliadel ha sevenadurel, evit diorren spered ar bugel, evit anavezout gwelloc’h pep yezh e vez graet ganti hag evit deskiñ aesoc’h yezhoù all.
Hiriv, e Breizh, en ur c’hant bennak a gumunioù, pe e skolioù Diwan, pe e skolioù publik ha katolik ez eus
11 100 skoliad enskrivet e unan eus an teir hentenn divyezhek hag a denn o mad eus an divyezhegezh.
Ar gerent a fell dezho enskrivañ o bugel en ur c’hlas divyezhek a rank mont e darempred gant ur skol dibabet ganto. Broudañ a reomp ar gerent a fell dezho krouiñ ur skol divyezhek en o c’humun da vont e darempred gant Kuzul Sevenadurel Breizh a roio dezho chomlec’h ar gevredigezhioù a ra war-dro en teir hentenn divyezhek (Diwan, Div Yezh ha Dihun). Dav eo ober diouzhtu a-benn kaout ar muiañ a chañs da zigeriñ ur skol divyezhek d’an distro skol 2007