400 bugel zo bet o vakañsiñ e brezhoneg evit an hañv !

Publié le par Kuzul Sevenadurel Breizh

17 kreizenn vakañsoù war an 20 bet kinniget evit an hañv zo bet dalc’het : 9 e Penn-ar-Bed, 5 en Aodoù-an-Arvor, 3 e Mor-Bihan. 354 bugel o deus kemeret perzh enno. 40 bugel zo bet degemeret e kreizennoù dudi KEAV (Skaer) ha Les Diablotins (Landerne) e miz Gouere.

Tro 400 bugel ha 2900 devezh vakañsoù e brezhoneg e talv en holl ! Tro 320 bugel a oa bet en ur greizenn vakañsoù pe dudi en hañv 2005. Raktresoù nevez zo bet kinniget er bloaz-mañ : ur c’hamp krennarded er Gerveur, ur staj hip hop er Chapel-Nevez hag ar c’hamp « an avantur e-kreiz ar c’hoad » e Sant-Visant-an-Oud. Ha berzh o deus graet. Evit ober war-dro ar vugale ez eus bet 14 den o heuliañ ar stummadur DABU diazez e miz C’hwevrer e Treglonou ha 10 er staj DABU donaat er Chapel-Nevez e miz Eost.

Petra a vo e 2007 evit ar vugale hag ar re yaouank ? Raktresoù nevez zo war ar stern : kaiak ha surf, staj kan ha dañs, war varc’h-houarn er c’hCorbières, ur c’hamp kostez lenn Gwerledan, ur veaj e Bro-Euskadi, ur staj Do you speak breton ?, ur sizhunvezh taol skoaz evit ar vugale o deus diaesterioù er skol, ur c’hamp divyezhek evit ar vugale a grog gant ar brezhoneg... Marteze e vo embannet ul levrig evit brudañ an holl stajoù evit ar vugale. Skignet e vefe er skolioù en nevez amzer 2007. Met evit kas da benn an holl raktresoù-se e vo ret stummañ buhezourien ha renerien nevez (gw. deiziataer 2007 ar stajoù DABU-DARE).

Darempred Katell Chantreau, e karg eus ar raktres diorren an dudi e brezhoneg hag e gallaoueg 08 73 35 56 44 katell.chantreau@mouvement-rural.org www.ubapar.org/bretongallo/actu.html

Publicité
Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article