Skol-Veur ar Bobl

Publié le par Kuzul Sevenadurel Breizh

Gant un devezhiad war "an internet hag ar brezhoneg" eo bet klozet ar bloavezhiad "skol" evit Komision an deskadurezh Uhel e Kuzul Sevenadurel Breizh.

Klask lakaat lodenn ar brezhoneg da greskiñ en deskadurezh uhel eo pal kentañ ar gomision ha meur a raktres a zo er c'heñver-mañ. Komzet e vo hiroc'h diwar o fenn goude an distro-skol pa vo deuet poent da lakaat ar soc'h en erv en-dro.

Ledañ ar ouiziegezh e brezhoneg e kement doare a zo eo an adpal bet kemeret gant ar gomision. Dindan an tog "Skol-Veur ar Bobl" e vo kinniget an traoù.

Diwar "an internet hag ar brezhoneg" eo bet an devezhiad "Skol-Veur ar Bobl" kentañ.
E lise Diwan Karaez e oa bet aozet ar c'hrogad d'ar sadorn 23 a viz Even. Tost da dregont den a oa deuet da gemer perzh.

Kavet e vo amañ displegadennoù ha liammoù a gas d'an danvez bet gwelet er stalioù-labour.

 

Lukian Kergoat

 

 

Digoradur

Etre ar c'hlask hag ar c'hrouiñ, petra a c'haller ober gant an internet ?
gant Fulup Jakez

Lec'hiennoù

Sevel, boueta ha merañ ul lec’hienn gant Sophie Marcon

*  kinnig un doare da herberc'hiañ al lec'hienn

*  deskiñ sevel pajennoù ha liammañ anezhe gant ar meziant KompoZer

*  kas ar pajennoù bet savet gante war ar genrouedad gant ar meziant FileZilla

*  kinnig doareoù da wellaat al lec'hienn (lanv RSS, favicon, forom, smilies)

 

An destenn implijet, hag a zo bet kaset war ar genrouedad, zo aet d'ul lec'hienn a c'hell bezañ implijet gant ar stajidi evit mont pelloc'h ganti.

Ul lec'hienn eo bremañ ha setu he chomlec'h :

http://mozo-home.chez-alice.fr/Staj-SVB/

Blogoù

Sevel, boueta ha merañ ur blog gant Gwenvael Jequel

filmerezh

Sevel filmoù hag abadennoù da skignañ war ar rouedad
gant Laors Skavenneg, Gael Roblin ha Brendan Guillouzic-Gouret

Fichenn "Hentenn frammañ" gant L. Skavenneg da bellgargañ :

 

http://anonyme.archive-host.com/hentennframman_349szg3ktl.pdf

 

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :

Commenter cet article