2eme rencontres de théâtre en langue Bretonne

Publié le par Kuzul Sevenadurel Breizh

Français
12/16/22 a viz Mae e Roazhon

Aozet gant Skeudenn Bro Roazhon

Deuit niverus !

Teatr Penn-ar-Bed (12 a viz mae Ti Tachenn veurzh/le samedi 12 mai maison du champ de mars da 8e45)

Savet e oa bet Teatr Penn ar Bed er bloavezh 1973 gant sikour Chanig ar Gall ha Gérard Pigeon. Un ugent abadenn bennak a zo bet leurennet ganeomp, dreist-holl pezhioù a ziavez bro : Billy Paogamm gant Martin McDonagh, Testamant ar c'hi gant Ariano Suassuana, Termaji gant Lioubomir Simovitch, Mistero Buffo gant Dario Fo, Arsenik ha kozh dantelaj gant Joseph Kesselring. Pezhioù eus ar vro hon eus diskouezet ivez : Bitekle, Dahud, Katrina Lenn-zu, Benn warc'hoaz 'vo deiz c’hoaz.

 

 

 Mistero-Buffo
Ur mister farsus ha goapaus, e doare misterioù bras ar Grenn- Amzer. Renket eo bet e brezhoneg diwar Mistero Buffo gant an Italianat Dario Fo, hag en deus bet labouret e-unan diwar skridoù kozh. Un heuliad a daolennoù eo, tro-ha-tro sirius, fentus-iskiz, fentus-goapaus. Diskouez a reont buhez an dud da vare Jezuz-Krist, e doare ar bobl avat, ha n’eo ket e doare an Iliz…

Strollad Kallag

Salokras ! eo ar c’hwec’hvet pezh kinniget gant Strollad Kallag, ur strollad savet er bloavezh 1993. Klask a ra delc’hen bev brezhoneg Kreiz-Breizh ha diskouez pegen pinvidik ha saourus eo ar yezh pobl-se. En tu all da se e fell d’ar strollad krouiñ ha brudañ e Breizh a-bezh, ha
pelloc’h memes, arvestoù stag ouzh ar vuhez a-vremañ, pe e vefent pezhioù troet pe nevez skrivet evitañ

Salokras ! hag ar seizh pec’hed kapital
Penaos ’ta ? Aogust Toullarastell, ha heñv houlier brudet, a zo gantañ ur ruilhenn santel stag mat en-dro d’e benn ? Abalamour da gompren petra zo degouezhet gantañ, distroomp c’hwec’h miz a-raok ha, da-heul Aogust, greomp anaoudegezh gant ar seizh pec’hed kapital. Lec’h ma vo gwelet n’eo ket un ebat ken bevañ evel ur sant. Savet, kempennet ha leurennet eo bet ar pezh c’hoari-mañ gant Sylvain Botrel ha Marie-Hélène Morvan.

 Strollad Ar Vro Bagan (22 a viz Mae Ti Tachenn Veurzh/maison du champ de mars da 2e30 evit « Spered an tour tan”ha da 8e45 evit « ar Bazhvalan »)

Savet e oa bet ar strollad c’hoariva Ar Vro Bagan e 1973 e-barzh ur gevredigezh (1901) oa bet krouet e 1965 evit kas yezh ha sevenadur Breizh war-raok. Tud a-vicher a zoenni hag un toullad c’hoarierien a-youl-vat. Labourat a ra Ar Vro Bagan e brezhoneg hag e galleg er skolioù, aozañ a ra stajoù evit ar vugale hag an oadourien ha sevel a ra pezhioù c’hoari evit ar re yaouank.

Spered an Tour Tan

Gwechall e oa ar morhoc’h mestr war ar mor. Sachañ a rae ar bagoù hag al listri war ar reier da lakaat anezho d’ober peñse. Setu ma reas an dud o soñj da sevel un tour-tan evit sklêrijennañ ar mor dañjerus ha diskouez an
hent mat d’ar voraerien.

Ar Bazhvalan
Skrivet gant an tregeriat Jarl Priel (1885 - 1965) Fañch, paotr yaouank kozh a vev en dienez, asambles gant Jobenn, ur vaouez kozh a gustum kempenn an ti. Ha pa sav en e benn ar soñj dimeziñ e c'houlenn diouzhtu sikour digant Maïvon, bazhvalan diouzh he micher. Setu-hi oc'h en em gaout, keloù mat ganti...

 

Titouroù diwar-benn ar c'hoariva e brezhoneg war http://www.teatr-brezhonek.org/

Skeudenn Bro Roazhon http://skeudenn.ouestfrance.fr/

 

Publié dans Brezhoneg - Breton

Pour être informé des derniers articles, inscrivez vous :
Commenter cet article