K E A V 60vet SKOL-HAÑV

Publié le par Kuzul Sevenadurel Breizh

français

8 - 14 a viz Gouere       15 - 21 a viz Gouere 2007 e  SKAER

 E-pad an hañv e kinnig KEAV div sizhunvezh staj, eus an 8 betek ar 14 a viz Gouere, hag eus ar 15 betek an 21 a viz Gouere e Skaer.
E diavaez ar c'hentelioù e vez ar vuhez e brezhoneg a-hed ar sizhun. Un doare da vont war-raok buan-tre ha d’en em voazañ d’ober gant ar brezhoneg a-hed an amzer.

Evit en em enskrivañ eo ret gouzout un tamm brezhoneg eta, bezañ studiet ar yezh e-pad bloaz pe zaou da vihanañ.
Un niverenn stummadur dibaouez ‘zo gant KEAV.

C’HOARIVA - VIDEO

Ar bloaz-mañ, e-kerzh ar sizhunvezh kentañ, (8 – 13 a viz Gouere), e vo kinniget ur rummad kentelioù c’hoariva e brezhoneg, gant Bob Simon, den a vicher.
Kentelioù war implij ar video vo kinniget ivez e-kerzh an eil sizhunvezh (15 – 21 a viz Gouere).

Dedennet e vo ar re o deus c’hoant da vont pelloc’h war studi ar brezhoneg dre ar c’hoari hag ar faltazi. Un doare da studiañ ha da implijout brezhoneg dre zeskiñ teknikoù diazez.

Un digarez ivez d'ober un taol esa er c'hoariva, hag en teknikoù nevez ha ma plij deoc’h, mont e darempred war-lerc'h gant ar strollad eus o bro, pe c’hoazh bezañ prest evit ar radio, an tele, pe ar sevel filmoù berr.
Kaset e vo ar programm d’an dud dedennet.

Evit gouzout hiroc'h, skrivañ da :
K E A V   22 hent Mouliouen   29000 KEMPER

Pgz  02 98 95 59 31 keav@wanadoo.fr

http://www.keav.org

Publié dans Brezhoneg - Breton

Commenter cet article